Heian-kyō
From Wikipedia, the free encyclopedia
Heian-kyō (japaneg : 平安京 "annez impalaerel a beoc'h hag a sioulded") zo unan eus anvioù kozh Kyōto. Kêr-benn Japan eo bet adalek ar bloaz 794 betek 1868 (war-bouez c'hwec'h miz e 1180).
- <e> zo etre [e] e ker hag [ɛ] e kaer : karate
- <u> zo etre [o] e gor hag [u] e gour : shōgun
- <g> zo evel e brezhoneg, atav e vez [g] dirak ur vogalenn, nepred ne vez [ʒ] : gin
- <h> a vez c'hwezhadennet e pep degouezh : (Hiroshima
- <j> zo [ʒ] evel e brezhoneg (met distaget e vez [dʒ] e lod kornioù, diwar blotadur <ch>) : Fuji-san
- <r> a zistager etre [l] ha [r]] : samurai
- <s> zo evel e brezhoneg ; nepred ne vez distaget [z] : gakusei
- <sh> zo tost d'ar [ʃ] brezhonek e [ʃyʃy'myʃ:y] chuchumuchu : Roshia
- <w> zo un hantervogalenn evel ar <y> brezhonek : Iwo Jima
- Digemm e chom an anvioù-kadarn, n'eus liester ebet dezho.
- En anvioù-tud japanek, anv an tiegezh zo dirak kentanv an den : Kurosawa Akira.
Kanmu, 50vet impalaer Japan (736-806, ren 781-806) a zilec'hias e lez er bloaz 794 eus Nagaoka-kyō da Heian-kyō, ar pezh a voulc'has ar Marevezh Heian (794-1185).[1]
Diwar patrom Chang'an (sinaeg : 長安 Cháng'ān "Peoc'h didermen", Xi'an hiziv), a oa kêr-benn an dierniezh Tang d'ar mare-se, e voe savet Heian-kyō, nemet ne oa ket gronnet gant mogerioù er penn-kentañ[2]. Kalon bolitikel Japan e voe betek dibenn ar Brezel Genpei er bloaz 1185, pa voe trec'h ar c'hlann Minamoto, renet gant Minamoto no Yoritomo (1147-1199), war ar c'hlann Taira. Seizet ar galloud gantañ, Minamoto a gemeras an titl a shōgun (将軍, "jeneral al lu"), da lavaret eo e troas da ziktatour milourel a renas war Japan a-bezh, kent staliañ kêr-benn e shōgunelezh e Kamakura.[1]
E Heian-kyō e chomas an impalaer hag e lez avat, neuze e voe kêr-benn ofisiel Japan a-hed meur a shōgunelezh e-pad 673 vloaz c'hoazh.
Da Dōkyō ez eas an impalaer hag e lez e 1868, met dre ma ne voe lezenn ebet o lakaat Tōkyō da gêr-benn ofisiel ar Stad e c'heller soñjal e chom Heian-kyō kêr-benn de jure.