Shogun
From Wikipedia, the free encyclopedia
Shōgun (将軍 ) a raed e Japan eus ur rener milourel adalek ar bloaz 709 betek 1868. Un impalaerezh e oa Japan, met gant ar shōgun e oa ar galloud e gwirionez.
- <e> zo etre [e] e ker hag [ɛ] e kaer : karate
- <u> zo etre [o] e gor hag [u] e gour : shōgun
- <g> zo evel e brezhoneg, atav e vez [g] dirak ur vogalenn, nepred ne vez [ʒ] : gin
- <h> a vez c'hwezhadennet e pep degouezh : (Hiroshima
- <j> zo [ʒ] evel e brezhoneg (met distaget e vez [dʒ] e lod kornioù, diwar blotadur <ch>) : Fuji-san
- <r> a zistager etre [l] ha [r]] : samurai
- <s> zo evel e brezhoneg ; nepred ne vez distaget [z] : gakusei
- <sh> zo tost d'ar [ʃ] brezhonek e [ʃyʃy'myʃ:y] chuchumuchu : Roshia
- <w> zo un hantervogalenn evel ar <y> brezhonek : Iwo Jima
- Digemm e chom an anvioù-kadarn, n'eus liester ebet dezho.
- En anvioù-tud japanek, anv an tiegezh zo dirak kentanv an den : Kurosawa Akira.
Gant unpenn Japan e veze deroet an titl, hogen ar shōgun eo a rene de facto ; unpennoù gwirion zoken e voent a-hed ar Marevezh Kamakura (1185-1333) adalek 1192, pa voe anvet Minamoto no Yoritomo (1147-1199) da shōgun gant an impalaer Go-Toba (1180-1239, ren 1183-1198). Adal neuze e paouezas an titl da ober dave d'ur penn milourel hepmuiken, d'ur rener milourel ha politikel e reasbetek diwezh ar shōgunelezh ha ganedigezh Impalaeriezh Japan.
Adalek arn XIIIvet kantved e teuas ar garg da vout hêrezhel, met meur a glann a renas en Istor Japan : Minamoto, Ashikaga ha Tokugawa e voe ar re a renas ar pellañ.
Bakufu (幕府, "gouarnamant an deltenn") a raed eus ar shōgunelezh, eleze koskor ur shōgun, en dave da gamp e soudarded ha da verrbadelezh ar garg. Gant ar bakufu e veze melestret an impalaeriezh evit gwir avat, pa ne oa perzh an impaler(ez) hag al lez nemet unan a enor ; evitañ da vout berrbad e padas renad ar shōgunelezh a-hed tost da 700 vloaz : Tokugawa Yoshinobu, ar shōgun diwezhañ, a zaskoras ar galloud d'an impalaer Meiji e 1867.