Arm gwenn
From Wikipedia, the free encyclopedia
An armoù gwenn[1] zo armoù ha n'implijont ket an tan pe traoù tarzhus evel ma vez graet gant poultr-tarzh pe danvez-tarzh all. Armoù-pellded hep tan, pe armoù stourmadeg, zo armoù gwenn. Homañ enlaka : kontilli, gouglezeier, klezeier, baionetezoù, batarazoù, bouc'haloù, goafioù, talmoù, gwaregoù ha kroazwaregoù. An armoù-tan, danvezioù-tarzh (da skouer greunadennoù, minoù, bombezennoù, rokedennoù ha fuchelloù) hag an armoù damheñvel outo, diazezet an implij anezho war an tommder pe an tan, n'hallont ket bezañ kontet armoù gwenn.