Baionetez
From Wikipedia, the free encyclopedia
Baionetez[1], pe kleze-fuzuilh[2], a reer eus un arm-troc'h a vez staget ouzh kanol ur fuzuilh pe ouzh un arm damheñvel evit kaout nerzh tagañ ouzhpenn da hini an arm-tan evit ar stourm a-dost. Implijet-bras e oa bet dreist-holl da vare ar fuzuilhoù untenn pe tenn-ha-tenn. Ral eo e implij hiziv an deiz. Ar vaionetez zo deuet da vezañ muioc'h-mui un doare kinkladur evit an dibunadegoù.
Muioc'h a restroù diwar-benn
a vo kavet e Wikimedia Commons.
An anv baionetez evit an arm-se zo deuet diwar ar galleg baïonnette (1575) eus anv Baiona, ur gêr en Norzh-Euskadi ma voe fardet ar baionetezoù kentañ er XVIvet kantved.[3]
- Baionetezoù e-kerzh Emgann Petersburg e 1865
- Baionetez alaman evit ar garabinenn Mauser K98k, dindan he gouin
- Ur bistolenn-vindrailher Sten (Breizh-Veur) gant he baionetez