Alice Guy
From Wikipedia, the free encyclopedia
Alice Guy (Saint-Mandé, 1añ a viz Gouere 1873 – Wayne, New Jersey, 24 a viz Meurzh 1968)[1] a oa ur filmaozourez, ur broduerez, ur senarioourez hag un aktourez c'hall koulz en he bro hag e Stadoù-Unanet Amerika.
Alice Guy | |
---|---|
Alice Guy e 1896 | |
Anv klok | Alice Ida Antoinette Guy |
Ganedigezh | 1añ Gouere 1873 Saint-Mandé Bro-C'hall |
Marv | 24 Meurzh 1968 Wayne, New Jersey Stadoù-Unanet |
Micher | Filmaozourez Produerez Senarioourez Aktourez |
Resped | 1894-1922 |
Unan eus ar c'hentañ tud a-vicher er sinema e voe. Moarvat e voe ar vaouez nemeti war ar vicher betek 1906.
War meur a dachenn e voe un diorroerez : danvez he oberennoù, aktourien du, kempredekaat son ha skeudenn, manaozadoù.
Tresadennoù-bev a oa bet graet e 1892 gant Charles-Émile Reynaud, met Alice Guy e voe ar filmaozourez kentañ a gontas un istor war ur film argantek 35 mm gant La fée aux choux (1896)[2].
Ganti e voe graet ar c'hentañ filmoù en doare peplum er bed, ma kontas buhez Jezuz Nazaret dre 11 film. Ganti ivez e voe graet ar making-of kentañ.
E 1910 e voe Alice Guy ar vaouez kentañ o krouiñ he embregerezh evit kenderc'hañ filmoù, en SUA, a anvas Solax Film Company[3], ha kement-se a-raok ma voe eus Hollywood.