Charles-Émile Reynaud
livour galleg / From Wikipedia, the free encyclopedia
Charles-Émile Reynaud (1844-1918) e oa un treser, un ijinadenner hag ur filmaozer gall.
Fedoù berr-ha-berr
Charles-Émile Reynaud | |
---|---|
Charles-Émile Reynaud | |
Ganedigezh | 8 Kerzu 1844 Montreuil-sous-Bois Bro-C'hall |
Marv | 9 Genver 1918 Ivry-sur-Seine Bro-C'hall |
Broadelezh | Gall |
Micherioù | Luc'hskeudenner Treser Ijinadenner Filmaozer |
Oberennoù pennañ • Pauvre Pierrot (1892) Kentañ film tresadennoù-bev • Autour d'une cabine (1894) | |
Serriñ
E 1877 ez ijinas ar praksinoskop, ha goude-se e savas an Théâtre Optique ma tiskouezas tresadennoù-bev.
Unan eus diorreerion ar sinema e voe : eñ eo an den kentañ a reas tresadennoù-bev, eñ eo ivez o vannas war ur skramm bras, eñ eo c'hoazh a c'houlennas ma vije savet ur pezh sonerezh a-ratozh evit e abadennoù.
Unan eus ar filmaozerien gentañ e voe Charles-Émile Reynaud neuze.