V-J Day in Times Square
From Wikipedia, the free encyclopedia
V-J Day in Times Square eo moarvat ar brudetañ luc'hskeudenn a zo bet graet gant Alfred Eisenstaedt, ma weler ur martolod stadunanat o pokat d'ur vaouez yaouank da zeiz an trec'h war Japan (V-J Day, gant Stadunaniz) e Times Square d'ar 14 a viz Eost 1945.
Embannet e oa bet e Life magazine. Meur a anv all zo d'ar skeudenn: V-J day in Times Square, V-Day, etc[1].)
Abalamour d'ar gwirioù n'haller ket he diskouez amañ. Met ul luc'hskeudenn all a zo, anvet Kissing the War Goodbye, ma weler ar memes tud, tre d'ar memes mare, bet graet gant ur c'hazetenner all, Victor Jorgensen, evit an US Navy. Ha honnezh, ha n'eus ket gwirioù warni, a voe embannet en New York Times.
E 1980 e klaskas Life gouzout piv e oa ar martolod hag ar glañvdiourez. 11 gwaz ha 3 maouez a lavaras bezañ ar re a oa bet poltredet.
Peogwir e oa Eisenstaedt o luc'hskeudenniñ tud o fiñval buan en deiz-se n'en doa ket gallet goulenn anvioù an dud. Ouzhpenn-se ne ziskouez ket mat dremmoù an daou zen yaouank ha se zo kaoz ez eus bet meur a hini o deus lavaret bezañ ar re zo bet poltredet gantañ.