Treuz-kontre
From Wikipedia, the free encyclopedia
Treuz-kontre[1] pe cross country (anv orin saoznek) a vez lavaret eus "redek war ar maez" pe "redek a-dreuz maezioù", ur sport a vez graet o redek dre ar parkeier ha war an hentoù-karr ha gwenodennoù, ha n'eo ket en tachennoù sport na war ar straedoù terduet. Adalek an dibenn-hañv eo e vez aozet ar redadegoù-se war ar maez. Etre ul lev ha teir (4 ha 12 kilometr) a vez da redek gant ar sportourien, hervez oad an dud ha live ar genstrivadeg.