Tres de Mayo
taolenn gant Francisco de Goya / From Wikipedia, the free encyclopedia
El tres de mayo de 1808 en Madrid, anavezet ivez e spagnoleg evel Los fusilamientos en la montaña del Príncipe Pío[1],[2] pe Los fusilamientos del tres de mayo[3]) zo un daolenn gant Francisco Goya hag a voe peurechuet en 1814. War ziskouez emañ er Museo del Prado (Madrid, Spagn).
Un heuliad eo d'an daolenn El dos de mayo de 1808 en Madrid. En nozvezh etre an 2 hag an tri 3 a viz Mae 1808 e krogas an arme c'hall — evel kastiz da emsavadeg an 2 a viz Mae — da fuzuilhañ ar Spagnoled bet prizoniet e-pad an emgann.