The Simpsons: Tapped Out
From Wikipedia, the free encyclopedia
The Simpsons: Tapped Out a zo ur c'hoari freemium war ar pellgomzioù hezoug dafaret gant iOS pe Android. Bed ar c'hoari a zo hini ar stirad skinwel tresadenn-bev The Simpsons. Pal ar c'hoari a zo da adsevel kêr Springfield, hervez c'hoantoù ar c'hoarier, ur wech bet distrujet dre sotoni Homer Simpsons.
Ar c'hoari a vez nevesaet gant nevezinti hervez mare ar bloavezh dreist-holl, pe hervez nevezintioù ar c'houlzad skignet er skinwel. Adkavet e vo evel-se nevezintioù evit Thanksgiving, Halloween pe Gouel Valentine. N4o ket ur c'hoari e saozneg nemetken, ouzhpennet ez eus bet yezhoù lies evel galleg, italianeg, alamaneg, spagnoleg.
Ar c'hoari a zo bet sevenet hag embannet gant EA Mobile ha roet lañs dezhañ d'an 29 a viz C'hwevrer 2012 en Europa, ha d'ar 1añ a viz Meurzh 2012 en SUA evit an iOS ha d'ar 6 a viz C'hwevrer 2013 war Android.