The Simpsons
From Wikipedia, the free encyclopedia
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Stirad skinwel | |
---|---|
Krouer | Matt Groening |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Doare | Tresadennoù-bev Fent flemmus |
Sonerezh | Danny Elfman |
Lañs | 17 a viz Kerzu 1989 |
Koulzadoù | 35 |
Rannoù | 767 |
Titl | The Simpsons |
---|---|
Diazezet war | The Simpsons shorts |
Labour da-heul | The Simpsons Movie |
Danvez pennañ | dysfunctional family |
Raklec'hiet gant | The Tracey Ullman Show, The Simpsons shorts |
Krouet gant | Matt Groening |
Original broadcaster | Fox Broadcasting Company |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwell | saozneg |
Deiziad kregiñ | 17 Kzu 1989 |
Sonaozer | Alf Clausen |
Produer | Matt Groening, James L. Brooks |
Amleder | 20th Television, Hulu, Disney+ |
Theme music | The Simpsons Theme |
C'hoariadeg kentañ | 17 Kzu 1989 |
Soundtrack release | Songs in the Key of Springfield, Go Simpsonic with The Simpsons, The Simpsons: Testify |
Lec'h an istor | Springfield |
Hollved faltaziek | The Simpsons universe |
Roll an tudennoù | listenn tudennoù The Simpsons |
Roll ar rannoù | list of The Simpsons episodes |
Doare sevel | traditional animation |
Diaz embann | terrestrial television |
Lec'hienn ofisiel | https://www.fox.com/the-simpsons/ |
Hashtag | Simpsons, TheSimpsons |
Istor | history of The Simpsons |
Has spin-off | The Simpsons Game |
Media franchise | The Simpsons |
The Simpsons ("Ar re Simpson") zo ur rummad tresadennoù-bev fentus ha flemmus amerikan bet krouet gant Matt Groening e 1989.
Lakaat a ra war-wel un tiegezh amerikan anvet « Simpson ». Melen eo kroc'hen pep tudenn eus an tiegezh, evel hini hogos pep tudenn er rummad. Izili an tiegezh eo Homer, an tad ; Marge, ar vamm ; Bart, ar mab hag ar bugel henañ ; Lisa, ar verc'h kentañ, ha Maggie, an eil merc'h. Homer a vez gwelet alies evel tudenn bennañ The Simpsons.
D'ar 17 a viz Kerzu 1989 e voe skignet evit ar wech kentañ, war ar rouedad Fox Broadcasting Company, hag e 1990 e Frañs war Canal +, war France 3, M6 ha W9.
Gant regont koulzad ha 641 c'houlzad zo bet skignet abaoe an deroù ez eo The Simpsons an heuliad skinwel hirañ da chom war embann ; e 2009 e oa deuet da vezañ ar stirad skinwel amerikan doare primetime e-plas Gunsmoke.
Ar film The Simpsons Movie a oa bet embannet er sinema dre-ar-bed d'ar 27 a viz Gouhere 2007[1] ; berzh bras en doa bet graet o rastellañ 527 milion azollaroù. D'ar 4 a viz Mae 2015 e voe adlañset ar stirad evit daou goulzad : ar 27vet (2015-2016) hag an 28vet (2016–2017), pep hini o signañ 22 damm e pep koulz.
Adalek ar penn-kentañ en deus ar rummad The Simpsons gounezet kalz a brizioù, da lavaret eo 24 gwech ar Primetime Emmy Awards, 26 gwech an Annie Awards, hag ur Peabody Award (e 1996, evit an 8koulzad kentañ[2]). D'an 31 a viz Kerzu 1999, ar gelaouenn Time Magazine he deus diskouezet The Simpsons evel gwellañ stirad skinwel an XXvet kantved.