Tabgha
From Wikipedia, the free encyclopedia
Tabgha zo ul lec'h war ribl lenn Jenezared e Israel. Seizh eienenn a zour eus traoñ menez an Eurustedoù hag a ya d’en em deurel el lenn. Alese eo e teu ar ger Heptapegon[1] en deus roet Tabgha.
Hervez an hengoun kristen, Tabgha zo ul lec'h ma reas Jezuz burzud ar bara kresket, hag al lec'h ma tisklerias sant Pêr e feiz da Jezuz savet da vev. Ar birc'hirinez Eteria, genidik moarvat a vro-C'halisia eo a ro testeni a gement-se er bloavezh 393, en ur lavaret ouzhpenn eo eno ivez emañ menez an Eürustedoù.
Bez ez eus div iliz katolik : Iliz ar Premidi Sant Pêr, hag a zo perc'hennet gant ar Frañsiskaned, hag tostik-tost, iliz ar bara kresket, miret gant ar Veneadiz Alamaned.