Strollad eus an daolenn beriodek
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur bann e taolenn drovezhiek an elfennoù[Y 1] eo ar pezh a anver ur strollad e kimiezh ; ur familh a lavarer ivez.
Triwec'h strollad zo, pep strollad o tiskouez an elfennoù eo damheñvel perzhioù fizikel pe gimiek gwiskad elektronek pellañ o atomoù — da lavaret eo o c'harg-kreiz, pa ouzer e vez termenet an darn vrasañ eus perzhioù kimiek un elfenn gant kelc'h-tro an elektron a zo ar pellañ eus nukleüs an atom.