Sauropoda
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Sauropoda zo un danurzhiad dinosaored pevarzroadek geotdebrer eus isurzhad ar Sauropodomorpha. Bevañ a rejont etre ar Juraseg kreiz hag ar C'hretase uhel ha kemer lec'h ar Prosauropoda war ar blanedenn a-bezh. E-touez ar Sauropoda emañ an dinosaored hirañ ha brasañ (Brachiosaurus, Diplodokus, sauroposeidon), ha dre se al loened brasañ a oa biskoazh war-c'horre an Douar. Setu amañ un darn eus kerentiadoù an danurzhiad :
- cetiosaurida : dezhe 18 m hirder, ur penn plaen hag ur gouzoug berr e-keñver ar re all (holl ar c'hevandirioù),
- brachiosaurida : sellet ouzh Brakiosaor,
- camarasaurida : dezhe etre 12 ha 18 m hirder, klopennoù postek ha melloù-kein kleuz (Norzhamerika, Europa hag Azia),
- diplodocida : gwelet Diplodokus,
- titanosaurida : dezhe etre 9 ha 21m hirder (kevandirioù ar su).
An henzenoniour stadunanat Othniel Charles Marsh an hini eo a savas, e 1878, an anv Sauropoda, diwar an henc'hresianeg « troad glazard »[1].
Ral eo kavout karrekaennoù klok eus Sauropoda. Kalz spesadoù, ar re vras peurgetket, n'int anavezet nemet diwar eskern en o-unan ha divellet. Kalz karrekaennoù peuzklok n'o deus penn ebet, pe lost pe pav ebet.