Retorik
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar retorik, eus ar ger latin rhetorica, deuet eus ar gregach ῥητορικὴ τέχνη [rhêtorikê], hag a c'haller treiñ gant « prezegerezh[2], a lavarer ivez helavarouriezh[3] pe ivez dareulerezh[4], eo « arz ar prezeg », da lavarout eo « arz ar prezeg mat», eus an anv rhêtôr, troet gant « prezeger », eo arz ar c'hendrec'hiñ , dre ar gomz perurvuiañ. Ganet eo an arz-se e Sikilia er Vvet kantved kent JK, hervez ar vojenn, ha degaset da Aten gant ar sofour Gorgias, ma vleunias e metoù an dud a lezenn hag ar politikerezh.