Pythagoras
From Wikipedia, the free encyclopedia
Puthagoras[1],[2],[3], Pitagoras, pe Pythagoras (Πυθαγόρας e gregach), pe Pythagoras Samos, a oa ur prederour raksokratek hag ur matematikour gresian eus fin ar VIvet kantved kent JK. Ouzhpenn-se e oa diazezer ur gredenn relijiel anvet pitagoregezh. Bet eo an den kentañ o lavarout e oa filozofer, karour ar furnez, ha levezonet e voe Platon gant e vennozhioù. Siwazh n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn, rak n'eus deuet skrid ebet diwar e zorn betek ennomp. Kalz eus e oberoù a c'hallfe a-walc'h bezañ bet savet gant diskibion dezhañ, pe warlerc'hidi.