Poblad Yayoi
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar boblad Yayoi (japaneg : 弥生人 Yayoi hito) a oa ur boblad a zivroas da Enezeg Japan adalek ar bloavezhioù 1 000 – 800 KAB. Eus Ledenez Korea e teue ar braz eus an dud-se, hervez dielfennadurioù dre garbon-14.[1],[2]
Nebeut-ha-nebeut e kemerjont lec'h ar boblad Jōmon a oa henvroidi an enezeg chomet hemolc'herion-kutuilherion ; a-feur ma'z aloubent an enezeg en em veskas ar Yayoi gant ar Jōmon, en doare ma tiskenn holl Japaned ha Japanezed eus an div boblad, ar genennoù Yayoi o vout trec'hel (≥ 75%)[3],[4] Dav eo merkañ ez eo anatoc'h e Japan ar Su eget en Norzh, ma'z eo ar boblad Utari tostoc'h d'ar Jōmon.[5].
A-zivout treuzskrivadur ar japaneg
- <e> zo etre [e] e ker hag [ɛ] e kaer : karate
- <u> zo etre [o] e gor hag [u] e gour : shōgun
- <g> zo evel e brezhoneg, atav e vez [g] dirak ur vogalenn, nepred ne vez [ʒ] : gin
- <h> a vez c'hwezhadennet e pep degouezh : (Hiroshima
- <j> zo [ʒ] evel e brezhoneg (met distaget e vez [dʒ] e lod kornioù, diwar blotadur <ch>) : Fuji-san
- <r> a zistager etre [l] ha [r]] : samurai
- <s> zo evel e brezhoneg ; nepred ne vez distaget [z] : gakusei
- <sh> zo tost d'ar [ʃ] brezhonek e [ʃyʃy'myʃ:y] chuchumuchu : Roshia
- <w> zo un hantervogalenn evel ar <y> brezhonek : Iwo Jima
- Digemm e chom an anvioù-kadarn, n'eus liester ebet dezho.
- En anvioù-tud japanek, anv an tiegezh zo dirak kentanv an den : Kurosawa Akira.