Pin-up
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur pin-up zo ur vaouez yaouank a vez staget pe peget he foltred ouzh ur voger. Peurliesañ e vez diskouezet en ur stumm hoalus pe c'hadalus (« sexy » e saozneg), alese ar bomm saoznek « pin-up girl » da lavarout eo « ur plac'h spilhennet ouzh ar voger ».
E deroù an XXvet kantved e oa deuet ar c'hiz anezho, hag abaoe e vezont gwelet er c'helaouennoù ha war ar skritelloù, damwisket kentoc'h eget gwisket, hervez giz ar mare.
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Hashtag ...
Serriñ
.
E-pad an Eil brezel-bed e kustume an aerlomaned livañ seurt merc'hed war o c'hirri-nij-brezel.
Implijet e vezont er bruderezh evit gwerzhañ kirri-tan, rak kelliammet e vefe ar c'hirri-tan galloudus hag ar merc'hed hoalus e spered an darn vuiañ eus ar wazed.