Gwaz
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur gwaz a c'hall bezañ :
- ur servijer, a rank bezañ kreñv evit bout efedus, diwar ar ster-se e teu an anvioù tiegezh Gwazdoue, ha Gwazmat,
- ha da-heul, ur gwaz (liester gwizien) e servij un aotrou,
- ha diwar-se e teu ar verb gwazoniañ, hag ar ger gwazoniezh;
- ha da-heul, ur gwaz (liester gwizien) e servij un aotrou,
- ur paotr deuet d'e vent, unan kreñv peurvuiañ : eus un den kreñv e vez lavaret : Hemañ zo ur gwaz! Ar paotr bihan -se zo ur gwaz! Evel liester e klever gwersed e Treger.
- ar gerioù enebet ouzh ar ster-se eo sioc'han, c'hwitouz (anvioù tiegezh ivez!), pe skribiton.
- ur paotr dimezet, ur pried (enebet e vez gwaz ouzh gwreg): komzet e vez eus
- ar gwaz nevez, pe ar paotr nevez (liester: gwazed, ar wazed, distaget ivez ar voazed).
- Lavaret e vez ma gwaz, pe ma den, pe ma fried.
- Evit ar waz, sellit ouzh gwaz (evn) pe ouzh gwaz (plant) .
- Evit ar wazh, sellit ouzh gwazh.