Narendra Modi
From Wikipedia, the free encyclopedia
Narendra Damodardas Modi (નરેંદ્ર દામોદરદાસ મોદી e goudjarateg), ganet d'ar 17 a viz Gwengolo 1950 e Vadnagar (Gujarat), zo ur politikour eus India, ezel eus ar Bharatiya Janata Party. Kentañ Ministr India eo abaoe ar 26 a viz Mae 2014[1] war-lerc'h bezañ bet e penn stad Gujarat etre 2001 ha 2014.
Ezel eo Narendra Modi eus ar strollad Rashtriya Swayamsevak Sangh ha sellet a reer outañ evel unan eus pennoù an emsav broadelour hindou[2],[3]. Dael zo diwar e benn[4], abalamour d'an doare ma reas war-dro an taolioù-dispac'h a voe a-enep muzulmiz e Gujarat e 2002[5] hag abalamour d'e brezeg enep-muzulmat. Meuleudi zo bet roet dezhañ avat evit e bolitikerezh war dachenn an armerzh, rak e-pad e respetad e penn Gujarat ez eus bet lañs forzh pegement gant armerzh ar stad-se[6], ha pa ne vefe ket bet kement-se a gresk gant live-bevañ an annezidi.