Mosin-Nagant
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Mosin-Nagant, pe Fuzuilh teir linennad Stumm 91 hervez e anv ofisiel en arme rusian, zo ur fuzuilh tennata dre zorn produet adalek 1891 en Impalaeriezh Rusia evit an arme hag implijet gant armeoù an URSS betek 1965. Ganet e oa diwar labourioù an ofisour rusian Sergueï Mosin (1849 - 1902) hag an ijinour belgiat Léon Nagant (1833 - 1900).[1]
Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
Mosin-Nagant | |
---|---|
Ur fuzuilh Mosin-Nagant Stumm 1891 | |
Kinnig | |
Bro | Impalaeriezh rusian, URSS |
Mont en-dro | Fuzuilh tennata dre zorn, dre vorailh |
Munisionoù | 7,62 x 54 mm R, .30-06 Springfield (skouerennoù prenet gant SUA), .22 Long Rifle (stumm-pleustriñ WZ48 polonat), 7,92 x 57 mm Mauser ha 8 x 50 mm R Mannlicher (stummoù adkambret eus skouerennoù tapet gant an armeoù alaman hag aostrian) |
Produerien | Manufacture d'Armes de Châtellerault, New England Westing House, Remington, uzinoù Toula, Sestroretsk, Ijvesk ha reoù all |
Niver a skouerennoù produet | War-dro 37.000.000 |
Mare implij | 1891–1965 (e armeoù Rusia hag an URSS) |
Stummoù nesañ | M1891, 91/30, M38, M44 |
Pouez ha muzulioù
Stumm orin 1891 | |
Mas (hep kartouchenn) | 4,37 kg |
Hirder | 1.305 mm |
Hirder ar c'hanol | 802 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | Betek 800 m (stumm sniper) |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 810 m/s hervez ar gartouchenn |
Endalc'h | 5 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Serriñ