Mikel Laboa
From Wikipedia, the free encyclopedia
Mikel Laboa Mantzizidor (Donostia, 15 a viz Mezheven 1934 – idem, 1añ a viz Kerzu 2008[1]) a zo bet unan eus brudetañ kanerien ha saverien kanaouennoù Euskal Herria.
En euskareg e kane Mikel Laboa peurvuiañ.
a vo kavet e Wikimedia Commons.
Tad ar sonerezh euskarat
a vez graet anezhañ rak kalzik en deus levezonet ar remziadoù sonerien ha kanerien a zo deuet war e lerc'h. Evit aroueziañ kement-se e c'heller selaou ar bladenn anvet Txerokee, Mikel Laboaren Kantak ("Tcheroki : kanaouennoù Mikel Laboa"), embannet e miz Ebrel 1990 gant Elkar Argitaletxeak, ma klever remziadoù nevez ar ganerien rock ha folk o kanañ e ganaouennoù[2].
A-douez e bladennoù ez eo Bat-Hiru ("Unan pe dri", 1974) a reas ar brasañ berzh, gant meur a ganaouenn a zo troet da don broadel euskal Herrie, Txoria txori ("Un evn zo un evn") dreist-holl. Da wellañ pladenn en Istor Euskal Herria e voe lakaet Bat-Hiru gant lennerion ar gazetenn El Diario Vasco[3].