Leo Africanus
From Wikipedia, the free encyclopedia
Al-Hasan ibn Mohammed al-Wazzan al-Fasi, arabeg : حسن ابن محمد الوزان الفاسي[3], lesanvet Joannes Leo Africanus e latin (Granada c. 1494, Tuniz, c. 1554) a oa un diplomat, un douaroniour hag ur skrivagner berber eus Al-Andalus.
Anavezet eo evit e levr douaroniezh Descrittione dell'Africa ("Deskrivadur eus Afrika"), bet embannet e Venezia e 1550, diwar-benn ar Maghreb ha traoñienn an Nil dreist-holl.
Un dave divrall e chomas labour Leo Africanus e metoù douaroniourien Europa betek ma voe ergerzhet Afrika gant Europiz en XIXvet kantved[4].
Fedoù berr-ha-berr
Leo Africanus | |
---|---|
Poltred un denelour Sebastiano del Piombo, c. 1520 Marteze Leo Africanus[1] | |
Ganedigezh | c. 1494[2] Emirelezh Granada |
Marv | c. 1554 Tuniz |
Micher | Diplomat Douaroniour |
Pennoberenn | Descrittione dell'Africa |
Serriñ