Klann Fujiwara
From Wikipedia, the free encyclopedia
Klann Fujiwara (japaneg) : 藤原氏 Fujiwara uji, ha 藤氏 Tōshi "Ao. Fuji") a oa un tiegezh rejanted a oa galloudus e Japan. Fujiwara no Ason (藤原朝臣 "kar d'an impalaer") e oant, un titl a noblañs a-lorc'h hag a-hêrezh, er marevezhioù Azuka (538-710) ha Heian (794-1185) dreist-holl. Diskennidi eus ar c'hlann Nakatomi e oant, ha drezañ eus an doue ha kami (spered) Ame no Koyane hervez ar wengelouriezh shintō[1] E penn Lez an impalaer e voe ar c'hlann Fujiwara betek an Assavidigezh Meiji e 1868.[2].
- <e> zo etre [e] e ker hag [ɛ] e kaer : karate
- <u> zo etre [o] e gor hag [u] e gour : shōgun
- <g> zo evel e brezhoneg, atav e vez [g] dirak ur vogalenn, nepred ne vez [ʒ] : gin
- <h> a vez c'hwezhadennet e pep degouezh : (Hiroshima
- <j> zo [ʒ] evel e brezhoneg (met distaget e vez [dʒ] e lod kornioù, diwar blotadur <ch>) : Fuji-san
- <r> a zistager etre [l] ha [r]] : samurai
- <s> zo evel e brezhoneg ; nepred ne vez distaget [z] : gakusei
- <sh> zo tost d'ar [ʃ] brezhonek e [ʃyʃy'myʃ:y] chuchumuchu : Roshia
- <w> zo un hantervogalenn evel ar <y> brezhonek : Iwo Jima
- Digemm e chom an anvioù-kadarn, n'eus liester ebet dezho.
- En anvioù-tud japanek, anv an tiegezh zo dirak kentanv an den : Kurosawa Akira.
藤原氏 Klann Fujiwara | |
---|---|
藤原 鎌足 Fujiwara no Kamatari | |
Proviñs orin | Yamoto, Honshū |
Tiegezh kar | Klann Nakatomi |
Diazezer | Nakatomi no Kamatari (614-669) |
Diazezadur | 668 |
N'eus tiegezh ebet anvet Fujiwara e gwirionez, un anv hollek evit ur strollad uhelidi eus al Lez e oa. Pa oa 54 bloaz, ha bloaz kent e varv, an diazezer Nakatomi no Kamatari (614-669) a voe enoret gant an impalaer Tenji dre an titl Fujiwara no Ason, a droas da anv an tiegezh Nakatomi evit holl ziskennidi Katamari. Diwezhatoc'h e voe brudet Fujiwara evel anv ar c'hlann ez-resis.
E penn politikerezh Japan e voe ar c'hlann Fujiwara a-hed ar Marevezh Heian dre ma oant sesshō (rejanted an impalaerion re yaouank) ha kampaku (rejanted an impalaerion c'hour) ha ma lakaent o merc'hed da zimeziñ gant an impalaer en doare da vestroniañ al lignez impalaerel, rak dre hengoun e veze desavet an danvez impalaer e ti e vamm hag e toue fealded d'e dad-kozh.[3],[4]
Betek 1086 e chomas ar galloud leun gant ar c'hlann Fujiwara ; pa dremenas an tron eus an impalaer Shirakawa d'e vab Horikawa e talc'has ar re Fujiwara da lezennata ; ganto e voe lakaet an insei (院政 "melestradur ur manati") e pleustr : ent-ofisiel, un impalaer a zileze e garg hag a dremene d'ur warlec'hiad bet dibabet gantañ ; en e retred, en ur manati peurliesañ, e kendalc'he an ez-impalaer da ren dre guzh tra ma rae an impalaer titlet war-dro deverioù lidel an unpenniezh.[5] Hogen tamm-ha-tamm ez eas galloud politikel ar c'hlann war zisteraat, a-feur ma kreske hini renkad ar samurai.[6]
Gant ar re Fujiwara avat e chomas ar c'hargoù sesshō ha kampaku, ha kuzulierion tost-tre d'an impalaerion e chomjont e-pad an darn vuiañ eus an amzer betek 1868, petra bennak ma voe kemeret ar galloud gwirion gant ar shōgun adalek ar Marevezh Kamakura (1185-1333).
Klann Fujiwara an Norzh a voe mestr war Honshū an Norzh a-hed an XIIvet kantved, betek ma voe faezhet gant ar shōgun Minamoto no Yoritomo (1147-1199).[6],[7]