Kib vell-droad ar bed 2010
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kib mell-droad ar bed 2010 a zo 19vet Kib mell-droad ar bed. Ar prantad dibenn kentañ eo a c'hoarvez en Afrika, e Suafrika resis, goude hini 2006 a oa bet en Alamagn ha ma oa aet ar maout gant skipailh Italia hag a-raok hini 2014 a dremeno e Brazil. 32 skipailh a c'hoari an eil ouzh egile e-pad ur miz, eus an 11 a viz Mezheven d'an 11 a viz Gouere, e 10 stad ar vro e Bloemfontein, Durban, Johannesburg (daou stad), Kêr ar C'hab, Nelspruit, Polokwane, Port Elizabeth, Pretoria ha Rustenburg. Bras-meurbet e vez ar vrud degaset d'ar vro aozet ganti ar gib hag an teuliad gwellañ e-touez an holl vroioù a ya war ar renk eo a vez dibabet gant ar FIFA, diouzh ar raktres stadoù mell-droad, treuzdougen, degemer skipailhoù ha lojañ arvesterien, surentez... kinniget gant pep hini. Ent-pleustrek, gant ar budjed ret da aozañ ar gib hag a ya war greskiñ a vloaz da vloaz n'eus nemet broioù pinvidik hag a c'hall kaout spi da aozañ an darvoud-mañ, anezhañ an eil darvoud sportel skignet ar muiañ war skinwelioù ar bed goude ar c'hoarioù olimpek.
En tu-hont d'ar sport eo arouezel-tre an dibab graet gant ar FIFA d'an 23 a viz Even 2003 p'en doa divizet fiziañ aozañ ar gib e bro Nelson Mandela, stourmer hollvrudet a-enep d'an apartheid. Er vro-mañ, betek fin an apartheid, e veze c'hoariet mell-droad gant ar re zu ha rugbi gant ar re wenn. Gant al liammoù a zo etre ar politikerezh hag ar sport e talvez ivez aozañ un darvoud etrebroadel a live-mañ, evit an aozerien, kinnig d'ar bed-holl ur skeudenn bozitivel eus ur vro gouest da vodañ div bobl bet enebour an eil ouzh eben, tro-dro d'un darvoud meur, anezhañ arouez ul lañs nevez. En ul live all, e 1998, e oa bet forzh prezegennoù e Bro-C'hall pa oa aet ar gib gant skipailh Zinedine Zidane, war ar Frañs black blanc beur, da lakaat an trec'h-mañ da arouez ur vro he dije gouezet degemer enbroidi hag o dije o flas en ur vro lies met heñvel ar gwirioù evit an holl.
Ar wech kentañ en hec'h istor eo ma c'hounez skipailh Spagn ar gib-mañ. Gantañ ivez an hini e oa aet kib diwezhañ kampionad Europa, e 2008.E-kerzh ar 116vet munutenn, pa oa an astenn war achuiñ a-raok laoskel e blas d'ar prantad tennoù d'ar pal e lak ar c'hoarier eus FC Barcelona Andrés Iniesta ar volotenn e foñs palioù skipailh an Izelvroioù a goll an 3de gourfenn eus o istor goude bezañ graet kazeg e 1974 ha 1978.
Ar bloaz 2010 eo ivez an hini kentañ ma c'hounez ur skipailh Europat en diavaez eus e gevandir hag ar wech kentañ ma vez daou skipailh disheñvel eus Europa o c'hounit div wech diouzh renk.
Kib vell-droad 2010 Suafrika 2010 | ||
---|---|---|
Skipailhoù war ar renk | 32 (204 er prantad perzhegañ) | |
Lec'h | Suafrika | |
Deiziadoù | 11 Even - 11 Gouere | |
Kampioned | Spagn | |
Krogadoù | 64 c'hrogad | |
Hollad palioù | 145 (2.3 dre grogad) | |
Gwellañ paler(ien) | David Villa Wesley Sneijder Diego Forlán Thomas Müller 5 pal |