Kib vell-droad ar bed 2006
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kib vell-droad ar bed 2006 a zo ur gevezadeg-sport hag a oa bet dalc'het en Alamagn eus an 9 a viz Mezheven d'an 9 a viz Gouere 2006. An eil gwech e voe da Alamagn degemer ar genstrivadeg-mañ o vezañ ma oa bet aozet ganti e 1974 c'hoazh. An dekvet gwech e oa da Gib ar bed bezañ aozet en Europa da-heul an dalc'h kent en Asia (Japan ha Republik Korea) e 2002. War ar renk e oa kevreadoù mell-droad Suafrika, Brazil, Maroko hag ar Rouantelezh-Unanet evit hec'h aozañ ivez. Evel kustum e oa bet daou vare enni hag a zeuas an eil war-lerc'h egile : ur prantad perzhegañ hag ur prantad gourfenniñ. Dalc'het e oa bet ar gourfenn e Berlin. Da-geñver an 18vet kevezadeg-mañ e oa bet 32 skipailh mell-droad broadel o klask tapout ar gib.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Muioc'h a ditouroù Kib vell-droad 2006 Deutschland 2006, Skipailhoù war ar renk ...
Kib vell-droad 2006 Deutschland 2006 | ||
---|---|---|
Skipailhoù war ar renk | 198 (Tournamant diwezhañ : 32) | |
Lec'h | Alamagn | |
Kampion | Italia | |
Krogadoù da vezañ dalc'het | 64 | |
Palioù bet | 145 (2,3 dre grogad) | |
Niver a arvesterien | 757.655 (50.510 dre grogad) | |
Gwellañ paler | 5 pal : |
Serriñ