Karr-kamm Bras
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar C'harr-kamm Bras a zo unan eus steredegoù an hantervoul norzh. Hec'h anv skiantel eo Ursa Major (an arzhez vras), berradur UMa. E gwirionez ez a ar C'harr-kamm Bras d'ober ul lodenn hepken eus ar steredeg, al lodenn heverkañ, ar skeudenn graet gant ar seizh steredenn heverkañ, hag anvioù poblek all a zo dezhi: "ar C'harr Bras", ar "C'harr Kamm", "Karr Arzhur", ar "C'hastell Karr-kamm", "ar C'hastell Karr Bras", al "Lost Arar", ar "Seizh Ejen Arat" pe "Seizh steredenn an Hanternoz"[1].