Führerbunker
From Wikipedia, the free encyclopedia
Führerbunker (gwarez ar Führer) eo an anv a vez graet eus un hollad salioù dindan-douar e Berlin, m'en em lazhas Adolf Hitler e-pad an Eil Brezel-bed. An 13vet ha diwezhañ Führerhauptquartiere e voe[1].
Daou vunker a oa e gwirionez, liammet an eil ouzh egile : ar Vorbunker e oa ar c'hoshañ anezho, hag ar Führerbunker an nevesañ. Ar Führerbunker a oa war-dro 8,2 metrad dindan liorzh an Neue Reichskanzlei, 77 Wilhelmstraße, hiziv an deiz war-dro 120 metrad eus ar C'hañsellerdi nevez (bet 6 Voßstraße). Ar Vorbunker a oa dindan trepas bras ar C'hañsellerdi kozh, hag a oa liammet ouzh ar C'hañsellerdi nevez. Izeloc'h e oa ar Führerbunker evit ar Vorbunker, ha lec'hiet muioc'h er c'hornôg (pe kornôg/mervent) ivez. Staget e oant an eil ouzh egile gant diri a gorn skouer, ha n'eo ket diri troellennek, evel a zo bet lavaret.
Deiziad krouiñ | 1944 |
---|---|
Stad | Alamagn |
E tiriad | Berlin |
Daveennoù douaroniel | 52°30′45″N 13°22′53″E |
Perc'hennet gant | Trede Reich |
Tisavour | Albert Speer, Hochtief |
Deiziad divodadur | 5 Kzu 1947 |
State of conservation | demolished or destroyed |
Gwarezet e oa ar bunker dindan ur gwiskad betoñs pevar metrad tevder dezhañ. Ennañ e oa war-dro 30 sal etre an daou live. Digoroù a oa da vont war-du ar savadurioù pennañ, hag ivez un digor da dec'hout war-du al liorzh. E 1936 hag e 1943 e voe savet an daou vunker. Al lodenn savet e 1943 a voe graet gant an embregerezh Hochtief, hag ul lodenn eus ur chanter dindan zouar bet kroget e 1940 e Berlin e oant. Hitler a oa er salioù eus al lodenn nevesañ, hag a oa izeloc'h evit an hini goshañ. E miz C'hwevrer e oa er salioù-se kalz pezhioù arrebeuri kaer bet tapet er C'hañsellerdi hag ivez oberennoù arzel.