Fetichegezh ar brennid
From Wikipedia, the free encyclopedia
Fetichegezh ar brennid eo ar c'hoant pe an trivliad reizhel o devez an dud hag a zo troet gant divronn ar maouezed. Anavezet eo evel breast fetishism, breast partialism, mastofact, mazophilia e saozneg[1].
Ur barafiliezh e oa hervez ar bredelfenner Sigmund Freud (1856-1939), pa ne gav lod tud o flijadur reizhel nemet dre vronnoù ar merc'hed[2], hogen un emzalc'h boutin eo fetichegezh ar bronnoù hiziv an deiz — dre erotegezh ar bronnoù bet skignet dre sinema Hollywood pergen, gant dremmourezed evel Mae West da skouer, dre ar filmoù hudur ha dre an daranverezh.
Paotred e vez ar vronngarourien peurvuiañ, met plac'hed e c'hallont bezañ a-wechoù ivez.