Enez Pask
From Wikipedia, the free encyclopedia
Enez Pask, pe Rapa Nui ("Enez Vras" e rapanuieg hag Isla de Pascua e spagnoleg) zo un enez e-kreiz su ar Meurvor Habask, anezhi an dachenn douar pellañ eus pep douar all er bed, 3 700 km a-vaez da Chile ha 4 000 km a-vaez da Enez Tahiti. Ken pell all emañ an douaroù tostañ en norzh hag er su, gant 3 800 km alese d'an Inizi Galápagos ha 5 000 km da Antarktika. Stumm un tric'horn bihan zo d'an enez, ha hi un tammig brasoc'h he zachennad eget hini Pariz.
Rapa Nui Isla de Pascua | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Kan broadel : Te Pito Te Henua | |||||
Gouloù-deiz en ahu Tongariki | |||||
Melestradurezh | |||||
Riez | Chile | ||||
Rannvro | Valparaíso | ||||
Tiriad | Rapa Nui | ||||
Proviñs | Rapa Nui | ||||
Kumuniezh | Rapa Nui | ||||
Kêr-benn | Hanga Roa | ||||
Gouarnerez | Laura Alarcón Rapu | ||||
Maer | Pedro Edmunds Paoa | ||||
Kod pellgomz | +56 32 | ||||
Moneiz | Peso chilean (CLP) | ||||
Yezhoù | Spagnoleg Rapanuieg | ||||
Douaroniezh | |||||
27°07′10″ S – 109° 21′ 17″ K | |||||
Gorread | 163,1km² | ||||
Uhelder | • Uhelañ : 511 m (Maʻunga Terevaka) • Izelañ : 0 m | ||||
Poblañs | 7 750 (2017)[1] | ||||
Stankder | 47,5 ann./km² | ||||
Gwerzhid-eur | UTC–6 (Hañv) UTC–5 (Goañv) | ||||
Internet | Lec'hienn ofisiel |
Istrovanel eo an hin, gant ur gwrezverk keitat par da 21°C, ar gwrezverk izelañ o vout 18°C e miz Gouere/Eost hag an uhelañ 28°C e miz C'hwevrer. Alies e vez glav (1 138 mm ar bloaz), met a-gementadoù bihan bewech.
Trevadennet eo bet an enez-se gant Polinezianed etre ar Vvet kantved hag an XIIvet kantved. Lakaet e vez Enez Pask da harz Polinezia e tu ar reter pellañ. Stummañ a ra, gant enezeg Hawaii en norzh ha Zeland-Nevez er su, unan eus bevennoù Polinezia, enni kantadoù a inizi.