Daelerezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Daelerezh a reer eus hollad an araezioù kefredel a implijer en argerzh ar breutaat poellek etre daou zen, pe vuioc'h, o deus mennozhioù disheñvel, a-benn anataat kealioù, dizarbenn an arguzennoù enep ha kendrec'hiñ an dud pe c'hoazh dizoleiñ ur wirionez[1],[2].
- Arabat eo droukveskañ daelerezh ha breud, rak breutaat a c'haller a-zivout un dodenn na sell ket war-eeun ouzh an den ha bezañ diresis en argerzh abalamour da drivliadoù a zo e-maez perzhioù poellek arguzenn pe arguzenn. An daelerezh a implijer da brouiñ gwirionez un arguzenn ha falsentez an arguzenn enep.
- Ne dalvez ket daelerezh kement ha dareulerezh kennebeut : hemañ diwezhañ ne gemer ket perzh er breutaat, klask a ra gounez ur vodadeg selaouerien dre dizhout o foell (λόγος, lógos), o zrivliadoù (πάθος, páthos) pe o skiant divezel (ἦθος, ễthos).
E prederouriezh Henc'hres, hini Sokrates (~470 - ~399 KJK) ha Platon (~428 - ~348 KJK) pergen, e oa an daelerezh arz ar breutaat dre c'houlennoù ha respontoù.
Pelloc'h, er Grennamzer, e oa an daelerezh par d'ar boelloniezh, evel enebet ouzh an dareulerezh.
Diwezhatoc'h, da heul Georg Wilhelm Friedrich Hegel (1770-1831), e voe lakaet an daelerezh da argerzh ar preder ma ne c'haller ket disrannañ soñjoù dislavarus (an dodiñ hag ar gourzhdodiñ) hogen ma c'haller o unvaniñ er c'hendodiñ.
Danvezelouriezh daelerezhek a reer eus prederouriezh Karl Marx (1818-1883), ha diazez an natur eo an daelerezh hervez Friedrich Engels (1820–1895).
Tu zo da lavaret ez eo istor ar brederouriezh hini an daelerezh.