Codex Borgia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar C'hodex Borgia (Levraoueg ar Vatikan, Bibl. Vat., Borg.mess.1), anavezet ivez evel Codex Borgianus, Dornskrid Veletri[1] ha Codex Yohualli Ehecatl,[2] zo un dornskrid skeudennoù rakkolombian eus kreiz Mec'hiko, ennañ danvez hag a denn da galander ha lidoù an Azteked, savet er XVIvet kantved. Anvet eo bet diwar anv Stefano Borgia, ur c'hardinal italian eus an XVIIIvet kantved a biaouas anezhañ, a-raok ma voe lakaet e Levraoueg ar Vatikan goude marv ar c'hardinal e 1804[3]. Ar c'hodex Borgia zo un dornskrid eus ar strollad dornskridoù Borgia, hag e ro e anv dezhañ. Sellet e vez outañ e-giz unan eus ar mammennoù pouezusañ evit studiañ doueed kreiz Mec'hiko, o lidoù, an diouganerezh, ar c'halander, ar relijion hag an ikonografiezh[1]. Emañ e-mesk an dornad dornskridoù rakkomombian eus ar Vec'hikaed n'int ket bet distrujet e-pad an aloubadeg er XVIvet kantved. Skrivet e voe e-kichen Cholula marteze, e Tlaxcala, Huejotzingo pe e lodenn vixtek Puebla[4]. N'ouzer ket gwall vat eus pelec'h e teu, ha bez' e c'hallje bezañ bet savet gant Tlaxcalteced hag a oa nahouatlegerien anezhe, pe tud eus Cholulteca, peotramant gant Mixteked.