Cara al sol
From Wikipedia, the free encyclopedia
Cara al sol, Canto de guerra y paz de Falange Española ("E-tal an heol", Kan a vrezel hag a beoc'h ar Falanks Spagnol"), a oa kan-bale ar faskourien-broadelourien e Spagn, bodet er Falange Española, ar Falanks Spagnol.
E miz Kerzu 1935 e oa bet savet ar pozioù. Kontañ a reer e oant bet savet gant José Antonio Primo de Rivera, krouer al luskad. Ar sonerezh orin a oa bet savet gant Juan Tellería (1895-1949) dindan an anv Amanecer e Cegama ("Tarzh-an-deiz e Zegama")[1].