Boudaegezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Dindan ar ger Boudaegezh (Pali बौद्ध धर्म Buddha Dhamma, Buddha Dharma e sanskriteg) ez eus anv peurliesañ eus relijion, hogen ur gelennadurezh ez eo a c'hell chom e par ar brederouriezh hepken. Diazezet eo en Azia ar Su hag ar Reter dreist-holl. En India eo e voe krouet er VIvet kantved kent Jezuz-Krist gant Siddhartha Gautama, lesanvet ar Bouda, da lavaret eo "an Hini Sklêrijennet" (Bouddha e sañskriteg). Diazezet eo war an "Tri Bravig" : ar Bouda (diazezer ar Voudaegezh), an Dharma (kelennadurezh Bouda) hag ar Sagha (kumuniezh ar venec'h voudaat)
Istor ar Voudaegezh | |
Diazezoù | |
Mennozhioù pennañ | |
Pennoù bras | |
Kustumoù | |
Boudaegezh dre vro | |
Skolioù ar voudaegezh | |
Testennoù Boudaek | |
|
Daoust m'emañ an niver brasañ a feizidi en Azia e kaver Boudaiz e pep lec'h er bed bremañ. Depantout a ra an niver a feizidi a gaver er bed eus an doare da dermeniñ ar fed da heuliañ ar voudaegezh. Emañ ar jedadennoù izelañ etre 350 ha 500 milion a dud er bed[1],[2],[3].
Daou skourr pennañ zo er Voudaegezh : an Theravada ("Skol ar re henañ") hag ar Mahayana ("Ar c'harbed bras"). Stank eo diskibled an Theravada e Sri Lanka hag en Azia ar Gevred. Diskibled ar Mahayana a gaver dre-holl en Azia ar Reter ha heuliañ a reont hengounioù disheñvel evel Douar Glan, ar zen, ar voudaegezh nichiren, ar voudaegezh tibetan, ar Chingon, an Tiantai (Tendai) hag ar Shinnyo-en. Hervez lod ar Vajrayana, ur seurt boudaegezh a gaver e Tibet ha Mongolia, zo anavezet evel un trede skourr, e-skoaz re all a soñj dezhe ez eo ur skourr eus ar Mahayana[4].
Lakaet e vez kemm etre ar skolioù boudaegezh hervez ar sell disheñvel o deus diwar-benn an naoutur resis eus an hent a gas d'an dieubadur, ar pouez hag ar roll er c'hanon eus kelennadurezhioù ha testennoù zo, ha dreist-holl diouzh o boazioù[5]. Kelennadurezh pennañ ar Pratītyasamutpāda eo ar gelennadurezh nemeti zo boutin d'an holl voudaiz eus an Theravada betek an Dzogchen ha d'ar skolioù zo aet da get[6]. Diazez hengoun ha pleustrerezh ar voudaegezh eo an Tri bravig: ar Bouda, an Dharma (ar gelennadurezh), hag ar Sangha (ar gumuniezh). "Repuiñ en Tri Bravig" zo un disklêriadenn hag ur bromesa da vezañ boudaad hag a laka kemm etre ar voudaiz hag ar re n'int ket, hervez an hengoun[7]. Pennaennoù all eus ar voudaegezh zo ivez heuliañ pennsturiennoù buhezegezh, harpañ kumuniezh ar venec'h, dilezel ar vuhez ordin ha dont da vezañ manac'h, diorren emskiant ha prederiañ, gwellaat e furnez hag e boell, studiañ an testennoù sakr, seveniñ oberoù deoliezh, lidoù, hag en hengoun ar Mahayana, pediñ boudaed ha bodhisattvaed.