Arkaeopteryks
From Wikipedia, the free encyclopedia
Arc'haeopteriks, diouzh e anv skiantel Archaeopteryx, zo ur genad dinosaored eus kladenn an theropoda. Dont a ra an anv-mañ eus an henc'hresianeg ἀρχαῖος (archaīos) a dalvez "kozh", ha πτέρυξ (pteryx), a dalvez "pluñv" pe "askell". Abaoe an XIXvet kantved e oa bet degemeret gant ar baleontologourien, ha displeget en oberennoù dave e oa an evn koshañ anavet. Studiadennoù nevez savet avat o deus diskouezet e oa kentoc'h un dinosaor na oa ket un evn[1] liammet a-dost ouzh orin an evned[2],[3]
| |||
---|---|---|---|
Un arkaeopteryks adsavet | |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Archaeopterygiformes | ||
Kerentiad : | Archaeopterygidae | ||
Genad : | Archaeopteryx | ||
Spesad : | A. lithographica | ||
Anv skiantel | |||
Archaeopteryx lithographica Meyer, 1861 | |||
Pelec'h e veze kavet | |||
Europa | |||
Prantad | |||
Juraseg Uhel, ~156-150 milion | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Edo Arc'haeopteriks o vevañ e diwezh ar Juraseg, war-dro 150 milion vloaz zo, er pezh zo bremañ Bro-Alamagn d'ur mare ma oa un enezeg eus Europa, en ur mor trovanel tomm ha bas, kalz tostoc'h d'ar c'heheder evit bremañ. Heñvel e oa e stumm ouzh hini ur big. Gallout a rae al loened brasañ tizhout ment ur vran[4].
Archaeopteryx a c'halle kreskiñ betek 0,5 metr hed. Daoust d'o ment vihan, d'o eskell ledan, ha d'o barregezh da nijal pe da blavañ, Archaeopteryx zo tostoc'h da zinosaoredigoù eus ar Mezozoeg evit d'an evned a vremañ. Boutin e oa ar perzhioù da-heul dezhe ha d'an Deinonychosauria (Dromaeosauridae ha Troodontidae) peurgetket : karvanoù gant dent lemm, tri biz gant skilfoù, ul lost askornek hir, eil bizied hiperastennadus ("skilfoù da lazhañ"), pluñv (ar pezh a laka da soñjal e oant homeotermek), ha kalz perzhioù eus o relegoù[5],[6].
Ar perzhioù deskrivet a-us a ra eus an Archaeopteryx ar genad ar muiañ gwirheñvel da vezañ ur garrekaenn tremen etre an dinosaored hag an evned[7],[8] . Archaeopteryx a c'hoari ur roll a-bouez eta n'eo ket hepken evit studi orin an evned met ivez en hini an dinosaored. Krouet e voe ar spesad da-heul dizoloadenn ur bluñvenn e 1861. An hevelep bloavezh e voe dizoloet ar skouer glok kentañ eus Archaeopteryx. A-hed ar bloavezhioù ez eus bet dizoloet nav c'harrekaenn Archaeopteryx ouzhpenn. Daoust ma'z eus diforc'hioù etre ar c'harrekaennoù e sell ar pep brasañ eus an arbennigourien ouzh an holl garrekaennoù dizoloet evel loened eus ar memes spesad. Rendael zo diwar-benn ar fed-mañ c'hoazh avat.
Er pep brasañ eus an unnek karrekaenn e kaver roudoù pluñv zo e-mesk ar prouennoù koshañ eus bezañs an hevelep frammoù. Kaeroc'h zo, abalamour ma'z eo ar pluñv-se ur seurt pluñv-nij diorroet, ar c'harrekaennoù-se a brou e oa kroget emdroadur ar pluñv-se a-raok diwezh ar Juraseg[9]. Dizoloet e oa ar garrekaenn Archaeopteryx skouer daou vloaz hepken goude ma embannas Charles Darwin e levr, Diwar-benn orin ar spesadoù. Archaeopteryx a seblante kadarnaat damkaniezhioù Darwin ha deuet eo abaoe un elfenn a-bouez en istor orin al laboused, hag e kadarnadur an emdroadur.