Yezh ar bleunioù
Elfenn sevenadurel / From Wikipedia, the free encyclopedia
Yezh ar bleunioù(Daveoù a vank) a reer eus un doare da gas kemennadennoù kuzh dre aozañ bokedoù bleunioù.
A-viskoazh ez eus bet graet gant bleunioù evit ezteurel fromoù : bleunioù zo bet kavet e bezioù Homo neanderthalensis e Shalidar (Kurdistan[1]. Helavar e oa ar bleunioù en Henc'hres ha Henroma ; peuzkollet eo bet ar yezh-se, met diwar ar pezh a chome anezhi ez eo bet roet ul lañs nevez da yezh ar bleunioù en Europa ar Grennamzer a-drugarez d'ar varc'hegiezh.
Er Bibl, e Kanenn ar C'hanennoù, e kaver bleunioù arouezius.
E broioù ar Reter-Nesañ e teuas ar yezh da vezañ kemplezhek-kenañ, dre ma veze roet d'ar bleunioù anvioù arabek pe durkek a genglote gant ar gerioù lec'hiel gwirion a zouge ster ar c'hemennadennoù. Kemm-digemm e oa yezh ar bleunioù hervez ar sevenadurioù, ne c'halle ket ur Bersianez kompren ur boked a oa bet aozet evit ur Sirianez.
Er broioù europat avat ez eus sterioù boutin d'ar vleunienn-mañ-bleunienn a-dreuz klouedoù ar yezhoù. William Shakespeare, en e bezh-c'hoari The Tragical History of Hamlet, Prince of Denmark, a zispleg sterioù arouezius lod bleunioù.
Berzh a reas yezh ar bleunioù en XIXvet kantved e Bro-Saoz da vare ar rouanez Victoria (ren : 1837-1901) ha pelloc'h e Stadoù-Unanet Amerika, pa veze arabat ezteurel santadoù a garantez e kevredigezh strizh-kenañ ar mare-se.