Where Have All the Flowers Gone?
From Wikipedia, the free encyclopedia
Where Have All the Flowers Gone? zo ur ganaouenn saoznek, a-enep ar brezel, krouet gant Pete Seeger e 1955, hag astennet gant Joe Hickerson. Brudet eo an doare alamanek ivez, ken e kreder a-wechoù eo an doare orin. Lakaet eo bet e meur a yezh, hag e brezhoneg ivez.
Awenet eo ar ganaouenn gant sonjoù peoc'hgarouriezh an tu kleiz amerikan ha hengoun lennegel ar goulenn Where?, dastumet en droienn latin Ubi sunt, a laka da brederiañ diwar-benn ar marv, hag er ganaouenn an dud lazhet er brezel.