Vittorio Amedeo Iañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Vittorio Amadeo Iañ (1587-1637) , a oa dug Savoia.
Ur pennad Vittorio Amedeo zo ivez.
Eil mab Carlo Emanuele Iañ Savoia, dug Savoia ha priñs Piemonte, e oa, hag e vamm e oa Catalina Micaela Aostria. Ren a reas goude marv e vreur henañ, Filipo Emanuele (1586 † 1605) marvet da 19 vloaz.
Breur-kaer e oa d'ar roue gall hogen brezel a reas dezhañ. Goude bout trec'het e rankas sinañ feur-emglev Cherasco e 1632.
Deuet ar peoc'h, setu eñ gervel al livour Giovanna Garzoni, da zont d'e boltrediñ.
Pevar bloaz goude e sinas feur-emglev Rivoli gant bro-C'hall a-enep Aostria, ha trec'h e voe war markiz Léganés en emgann Tornavento (1636) hag en emgann Mombaldone (1637). mervel a reas un nebeud deizioù goude.