Turlough O'Carolan
From Wikipedia, the free encyclopedia
Turlough O'Carolan (1670-1738, Toirdhealbhach Ó Cearbhalláin en iwerzhoneg), a oa un telennour dall iwerzhonat, ur sonaozour hag ur c'haner a zo brudet evit kened an tonioù en devoa savet.
An telennour-sonaozour meur iwerzhonat diwezhañ e voe, hag evel pennsonaozour Iwerzhon e vez lakaet gant un niver bras a dud dre ar bed.
Betek 1792 e voe en Iwerzhon telennourien a-vicher a veve hervez an hengoun, evel m'en diskouezas Festival an Delenn e Belfast en hevelep bloavezh[1].
Lod anezho a selle ouzh sonerezh Turlough O'Carolan evel "re arnevez", pa oa-eñ bet levezonet gant sonaozourien italian evel Francesco Geminiani (Lucca, 1687 — Dublin, 1762) — ur skouer eo Carolan's Concerto, padal e ouezas O'Carolan sevel tonioù e doare ar Ouezeled kozh, evel Farewell to the Music a savas nebeudik kent mervel.