Talbenn ar Bobl (Frañs)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Talbenn ar Bobl (Front Populaire, e galleg) zo ur gouarnamant gant strolladoù an tu-kleiz kevredet, an SFIO, ar PCF, hag ar Strollad radikal-sokialour, a c'houarnas Bro-C'hall etre 1936 ha 1938. Gouanrmant Talbenn ar Bobl a voe an hini kentañ sokialour e istor an IIIde Republik. Kas a reas da benn adkempennoù sokial lies hag a-bouezh. Chomet eo abaoe un diaz da memor hag istor an tu kleiz er Frañs : ar vakañsoù paeet (15 devezh), digresk an amzer labouret gant ar sizhun 40 eurvezh ha diazezadur an emglevioù micherel a-stroll .