![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a5/Map_of_USA_with_state_names.svg/langbr-640px-Map_of_USA_with_state_names.svg.png&w=640&q=50)
Stadoù ar Stadoù-Unanet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Da gentañ, en XVIIIvet kantved, pa oa bet disklêriet dizalc'hted Stadoù-Unanet Amerika, ne oa nemet 13 stad unanet, anezho trizek trevadenn d'ar Rouantelezh Unanet.
Tamm-ha-tamm eo savet o niver betek tizhout 50, abalamour d'an tachennoù gounezet er c'hornôg hag er su.
An div stad diwezhañ erruet en Unaniezh, Alaska ha Hawaii, a zo distag o ziriad diouzh ar peurrest eus ar vro. Alaska 'zo e penn gwalarn Kanada ha Hawaii 'zo un enezeg er Meurvor Habask.
Gallout a rafe douaroù all dont da greskiñ niver SUA c'hoazh.