Skrivañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Skrivañ[1] zo notenniñ komzoù ur yezh war un dra fetis, war-bouez arouezennoù. Dre m’eo anavezet an arouezennoù-se gant meur a zen e c’hall ar “skrid” savet evel-se bezañ komprenet gant tud all ouzhpenn an hini en deus e savet.
Dre ar skrivañ e c’haller merkañ gerioù, niveroù pe notennoù sonerezh ha dre-se mont e darempred gant tud all. Al lenn eo an ober kontrol, da lavaret eo tapout anaoudegezh eus un hollad arouezennoù skrivet, kompren ar “skrid”-se. Stag eo istor al lenn hag istor ar skrivañ er bed.
Dre astenn-ster e talvez ar ger “skrivañ” ivez da envel ober ar re a sav testennoù lennegel dre skrid. Dre ar skrivañ-se e c’hall an den c’hoari gant e yezh. Lennegezh a reer eus sevel oberennoù skrivet evel-se hag eus hollad an testennoù-se, savet evit dudi an dud.
N’eo ket hepken danvez an testennoù zo krouidigezhioù arzel. Gant stumm ar skrid, stumm an arouezennoù, e c’hall al lennerien bezañ plijet ivez : kaerskrivañ pe kaerskriverezh a reer eus ar skrivañ-se.
Evit skrivañ e ranker kaout ur benveg hag ur skor. Gwechall-gozh e oa meur a deknik evit skrivañ : engravañ er mein pe er c’hoad, garaniñ er pri, skrivañ gant liv war meur a dra (bambouz, papiruz, parch, paper). A-raok ma oa bet ijinet ar moullañ e veze skrivet gant an dorn. Nevesoc’h zo e oa bet ijinet ar mekanikoù-skriverezañ ha, goude-se, an urzhiataerioù o deus degaset kemmoù bras en doare ma vez skrivet.
Hiziv an deiz e oar an darn vrasañ eus an dud lenn ha skrivañ er broioù diorroet ha pinvidik. Hogen e kalz broioù n’eus nemet un niver bihan a dud a oar skrivañ, rak kalz tud n’int ket bet er skol o teskiñ.