Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver
From Wikipedia, the free encyclopedia
Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver (16-17 a viz Gouere 1942), pe skrapadeg ar Vel' d'Hiv', eo anv ar brasañ skrapadeg Yuzevien kaset da benn e Pariz gant ar gouarnamant gall, anvet gouarnamant Vichy neuze, e-kerzh an Eil Brezel-bed. Tennañ a ra e anv eus ar Vélodrome d'Hiver, savet e 1909 ha diskaret e 1959, e-lec’h ma voe bac’het ar Yuzevien skrapet e Pariz ha tro-war-dro.
- Ur skrapadeg all a oa c'hoarvezet daou vloaz a-raok, e 1940 : skrapadeg maouezed ar Vélodrome d'Hiver.
E miz Gouere 1942 e voe aozet gant an Trede Reich an oberiad anvet « Avel an Nevezamzer » evit herzel Yuzevien e-leizh dre Europa. E Bro-C'hall e voe lakaet ar boliserien c’hall, gant gouarnamant Pétain, da ober war-dro ar skrapadeg. E Pariz, hag er vannlev tro war-dro, ez eo neuze 9 000 poliser hag archer a voe karget da serriñ ar Yuzevien : un 13 000 bennak a voe tapet ganto da brizonidi, 4 000 bugel en o zouez. Ne zistroas nemet nebeutoc'h eget kant den, ha bugel ebet.