Reizhiad unanennoù etrebroadel
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar reizhiad Unanennoù Etrebroadel (berraet en SI diwar an anv gallek Système International d'Unités) eo stumm a-vremañ ar reizhiad metrek. Ar reizhiad unanennoù a vez graet ar muiañ gantañ er bed eo, koulz war dachenn ar c'henwerzh ha war dachenn ar skiant.
Meur a stroll unanennoù a oa er reizhiad metrek kozh. Diwar unan anezho e voe diorroet an SI e 1960, ar reizhiad metr-kilogram-eilenn (MKS) kentoc'h eget ar reizhiad kantimetr-gramm-eilenn (CGS) en doa bet meur a zoare tro-ha-tro.
Gant an SI e voe degaset un toullad anvioù nevez evit an unanennoù. N'eo ket ur reizhiad sonn, ur stroll skouerioù bev eo, ma vez krouet unanennoù ha kemmet an termenadurioù gant un asant etrebroadel a-feur ma 'z a teknologiezh ar muzuliañ war-raok.
War-bouez un nebeud nemedennoù (evel ar bier tennet diouzh ar c'hog a vez gwerzhet er Rouantelezh-Unanet) e vez graet gant ar reizhiad ent-lezennel en holl vroioù dre ar bed. Ne vez ket dalc'het termenadurioù ofisiel eus unanennoù all gant un toullad riezioù avat. E Stadoù Unanet Amerika ez a implij greantel an SI war gresk, met n'eo ket en em ledet an implij e-touez ar werin c'hoazh. Er Rouantelezh Unanet ez eo ar politikerezh ofisiel tremen d'an unanennoù metrek, met n'eo ket peurc'hraet c'hoazh. Ar riezioù a ra c'hoazh gant unanennoù nann SI (da skouer SUA hag RU) o deus adtermenet ar pep brasañ eus o unanennoù hengounel, n'int ket e-barzh an SI, diwar an unanennoù SI.