Schiltron
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur schiltron (skrivet ivez sheltron, sceld-trome, schiltrom, pe shiltron) zo un aozadur stank-ha-stank soudarded war un dachenn emgann. Gallout a reer keñveriañ an aozadur-se gant hini ar falanks henamzerel. Ar ger schiltron a chom stag gant istor milourel Bro-Skos hag an doare ma oa aozet an droadegiezh e stumm karrezioù gant goafoù e-pad brezelioù dieubidigezh Bro-Skos e fin an XIIIvet kantved ha penn kentañ ar XIVvet kantved.