Scarborough Fair
From Wikipedia, the free encyclopedia
Scarborough Fair zo ur ganaouenn saoznek eus ar Grennamzer, hag a deu eus Yorkshire.
Kaoz zo enni eus ur paotr yaouank a lavar d'ur selaouer mont da gontañ d'e garantez kas da benn un toullad oberoù dic'hallus, evel ober ur roched hep gwri, gwalc'hiñ anezhi en ur puñs sec'h, ha mar gra, e kemero anezhi en-dro. Kanet e vez peurvuiañ gant div vouezh, hini ar vaouez oc'h eilgeriañ d'ar paotr ober labourioù dic'hallus ivez, hag o prometiñ reiñ e roched disgwri dezhañ p'en devo o c'haset da benn.