Sahara ar C'hornôg
From Wikipedia, the free encyclopedia
Sahara ar C'hornôg (الصحراء الغربية, As Sahra Al Gharbiyya en arabeg) zo ur vro eus gwalarn Afrika zo amsklaer he statud politikel :
- embann a ra an Talbenn Polisario, diouzh un tu, ez eo ur stad dizalc’h hec’h anv Republik Arab Saharaoui Demokratel (RASD) (الجمهورية العربية الصحراوية الديمقراطية en arabeg, Al-Jumhuriyya al-Arabiyya as-Saharawiyya ad-Dimuqratiyya).
- ha diouzh an tu all ez eo ac’hubet gant stad Maroko a sell ouzh ar vro evel ul lodenn eus he ziriad.
An Talbenn Polisario ne ren nemet war ul lodenn vihan eus ar vro, er reter, tra m’emañ an arvor hag ul lodenn vat eus an diabarzh e dalc’h Maroko. Ur voger zo bet savet gant nerzhioù Maroko, da zispartiañ an div dachennad. Ul lodenn eus Sahara eo ar vro ha n’eo koulz lavaret nemet un dezerzh bras.
En-dro da Sahara ar C'hornôg emañ Maroko (er ster strizh) en norzh, Aljeria er biz, ha Maouritania er reter hag er su. Riblet eo gant ar Mor Atlantel er c’hornôg.
Al Ayun (El Aaiún, Laâyoune) eo ar gêr vrasañ. Enni emañ an drederenn eus poblañs ar vro o chom.