Rouantelezh León
From Wikipedia, the free encyclopedia
Rouantelezh León a oa ur stad dizalc'h e gwalarn Ledenez Iberia. Krouet e voe e 910 pa zilec'hias tierned kristen Rouantelezh Asturiez o c'hêr-benn eus Oviedo da gêr León. Kontelezh Portugal a zeuas da vezañ ur rouantelezh, dizalc'h diouti e 1139, tra ma oa bet kemeret proviñsoù ar reter e 1230 gant Rouantelezh Kastilha.
Fedoù berr-ha-berr
Reino de León/ Reinu de Llión León | |||||
| |||||
| |||||
Kêr-benn | Dianav | ||||
Yezh(où) | Latin, Leoneg[1] Spagnoleg, Galizeg ha marteze Mozarabeg. | ||||
Gouarnamant | Monarkiezh | ||||
Istor | |||||
- Krouet | 910 | ||||
- Aet da get | 1301 | ||||
Serriñ
Etre 1296 ha 1301 e voe dizalc'h rouantelezh León adarre, ha pa voe adunanet gant Rouantelezh Kastilha e chomas ur rouantelezh betek 1833, evel ul lodenn eus Bro-Spagn. E dekred roueel an 30 a viz Du 1833 e selled ouzh rouantelezh León evel ul lodenn eus rannvroioù Bro-Spagn ha rannet e oa etre proviñsoù León, Zamora, ha Salamanca.