Roll kañsellerien Alamagn
From Wikipedia, the free encyclopedia
Penn gouarnamant kevreadel Alamagn eo Kañseller Alamagn. Kefridi ar C'hañseller (Bundeskanzler) pe ar Gañsellerez (Bundeskanzlerin) eo dibab izili all ar gouarnamant ha pennren emvodoù ar Bundesregierung, da lavarout eo aozadur ar galloud erounit e Republik Kevreadel Alamagn.
E 1867 e voe krouet ar garg e Kengevread Hanternoz Alamagn, pa voe Otto von Bismarck anvet da Gañseller kentañ istor Alamagn.
Pa voe unvanet Alamagn ha staliet an Impalaeriezh alaman e 1871 e troas ar C'hengevread d'ur Stad-broad, ha "Kañseller Alamagn" e voe anv ar garg. Betek hiziv ez eo Otto von Bismarck ar c'hañseller a renas ar pellañ : 28 vloaz, betek 1890.
Dirak an impalaer hepken e oa atebek ar c'hañseller er penn-kentañ. E 1918 e voe kemmet an traoù gant adaoz ar Vonreizh, pa voe roet d'ar Parlamant ar gwir da ziskar ar C'hañseller. Adalek 1919, da vare Republik Weimar (1918-1933), e voe anvet ar Gañsellerien gant Prezidant Alamagn, met dirak ar Parlamant e vezent atebek.
Lakaet a-gostez e voe ar Vonreizh e-pad mare an Trede Reich (1933-1945).
E 1949 e voe ur Vonreizh nevez hag a lakaas ar C'hañseller da benn ar Stad de facto, pa strishaas perzh Prezidant ar Republik.
Abaoe an 22 a viz Du 2005 ez eo bet Angela Merkel Kañsellerez Republik Kevreadel Alamagn.