Rien Poortvliet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Marius Harm "Rien" Poortvliet (Schiedam (Zuid-Holland), 7 a viz Eost 1932 – Soest (Utrecht), 15 a viz Gwengolo 1995) a oa un treser hag ul livour izelvroat, ur mestr war an taolenniñ al loened. Brudet e oa ivez evit bezañ aozet skeudennoù al levr « Leven en werken van de Kabouter » ("Buhez hag oberennoù ar c'hornandoned") skrivet gant an Izelvroad Wil Huygen 1922-2009 hag adembannet meur a wech abaoe.
Ur c'honter dre skeudennoù e oa R. Poortvliet : e dresadennoù a gont istorioù drezo o-unan, dibaot a wech e lenner un alc'hwez berr en o c'hichen. Ur skeudennaouer levrioù ne oa ket : diwar e skeudennoù e veze savet skridoù.
Fedoù berr-ha-berr
Rien Poortvliet | |
---|---|
Rien Poortvliet e 1978 | |
Ganedigezh | 7 Eost 1932 Schiedam, Izelvroioù |
Broadelezh | Izelvroat |
Micher | Treser, livour, skrivagner |
Prantad | 1955-1992 |
Marv | 15 Gwengolo 1995 Soest, Izelvroioù |
Serriñ